Domaines
Communes
Quartiers de Brest
Espaces de noms

Variantes
Actions
De Wiki-Brest
Révision datée du 21 avril 2009 à 22:50 par Gaelle (discussion | contributions) (img)

Kig-Ha-Farz (breton)

Rekipe evit 6 den

legumaj

Kig ha farz a zo ur plad ispisial a orin eus Bro Leon

Ret eo kaout legumaj :

  • Pour : teir fourenn,
  • Ognon : daou benn-ognon gand tachou jenoflez enno,
  • Irvin : diou irvinenn,
  • Karotez : ul lur,
    Ar c'hig
  • Kaol : ur gaolenn,
  • Chalotez : pemp chalotezenn.

Ar c'hig :

  • ul lur kig moc'h (ur pezhiad skoaz pe ur pezhiad arzhell (jarritell) sall)
  • ul lur kig bevin
  • ur silzigenn dev pe zaou mogeded

Evit aozañ ar farz :

  • Laezh (war dro un hanter litrad)
  • 100g amann evit ober ar farz ha war dro 50g evit al lipig
  • un hanter lur bleud gwinizh du
  • ur sac'h farz
  • daou vi
N°1
  1. Lakait en ur gaoter : (ur chidourenn) 6 pe 7 litrad dour, ar c'hig bevin, al legumaj hep ar gaolenn, tin, lore, pebr, holenn. Leskit an oll da boazhañ e-pad un eurvezh.
  2. Aozañ ar farz : Soubit ar sac'h goullo en dour evit lakaat neudennou an danvez da goeñviñ. Lakait da deuziñ 100g. amann en ur gastolorenn, skuilhit warnañ diou werennad bouilhoñs legumaj, ha meskit. En ur pod all lakait ar bleud, ar viou, an amann teuzet, holen. Kemmeskit. Goude-se ouzhpennit al laezh, ken na vo an toaz tev a-walc'h ha berus war an dro. Kargit ar sac'h ha skoulmit anezhañ.
    N°2
  3. Goude poazherezh al legumaj e pad un eurvezh, lakait ar sac'h farz hag ar c'hig moc'h er gaoter ha leskit da boazhañ e-pad un eur hanter ouzhpenn. Farz gwenn: lod ra ivez farz gwenn, memez mod, met bleud gwinizh e vez lakaet e lec‘h bleud gwinizh du. Red eo lakaad ouzhpenn ur tammig sukr poult hag gant rezin pe prunaoz eo gwelloc'h.
  4. Poazherezh ar gaolenn :Ar gaolenn a vez poazhet en e bart rag lakaat e rafe ar soubenn da drenkañ buon awalc'h pa vez miret d'ober soub. Troc'hit ar gaolenn ha lakit anezhi da verviñ e-pad 5 pe 6 munutenn en ur gastelorennad dour sall berv. Diskargit an dour, ha lakit ar gaolenn da boazhañ gant amann, pebr, holenn, tin, lore hag ur bannac'h soubenn ma ez eo re sec'h.
    N°3
  5. Aozañ al lipig :Drailhit ar chalotez. Poazhit anezho war ur billig gand 50 g. amann ken ma teufen da rousañ.
  6. Lakaat war an daol : Tennit ar sac'h farz er-maes ar gaoter ha bruzunit ar farz e-barzh ar sac'h araok diskargañ anezhañ en ur plad.
    N°4
  7. Ne chom nemet tennañ al legumaj hag ar c'hig eus ar gaoter. Memes tra evit ar gaolenn. Rannit ar c'hig a dammou ingal ha lakait anezho en ur plad e giz ar farz, al legumaj, gand un nebeud bouilhoñs, heb ankounac'haat al lipig. Ar bouilhoñs hag ar bruzunou legumaj chomet e-barz a hell bezañ servijet e-giz deroù pred pe bezañ dalc'het evit ar soubenn vad an devezhiou da zond !

Evit a re a gav ar pladad ur tammig re zruz, bez ez eus ur stumm all d'ober : “Pesk ha farz” eo. Servijit ar farz gant ur tamm pesk fardet evel ho sonj, da skwer gant ognon Rosko ha gwin gwenn. C'hwek ! Deus ar c'henta ! Moien zo ivez da boazhañ ar farz en ur gokotenn gant dour hepken. Kavet e vez ivez farz da brenañ e-barzh ar c'hoñvers.

An diaporama-man a zo bet aozet gand strollad Eskemm e brezhoneg a en em vod bep yaou goude kreisteiz e Ti An Holl Kerber e Brest. Ha bremañ : bec'h dei !!!

Kig-ha-farz10.jpg
Outils personnels