De Wiki-Brest
Roue Vrest
Gwerz Santez Henori hag ar Roue Vrest
1
- Selaouet holl hag a klevfet
- Ur werz a zo nevez savet;
- Ur werz a zo nevez savet,
- Da santez Henori eo graet.
- Biskoazh he zad n'eus he anduret,
- Na klasket dezhi mad ebet,
- Met he chaseal 'maez he vro,
- Hag he frivañ eus he madoù.
- Met allas! klañv ez eo chomet,
- Ha gwall-aozet gant ar c'hleñved;
- Ma lâr dezhañ ar brofeted,
- Mar den ur vronn werc'h vo yac'het:
- Mar den ur vronn werc'h vo yac'het,
- Mar be digant un' e verc'hed .....
II
- Ar roue a Vrest a lâre
- Eus ar mintin, un deiz a oe :
- - Me ya da gaout ma merc'h-henañ,
- Hounnezh a garien da gentañ :
- - Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h-henañ,
- C'hwi eo a garien da gentañ.
- Me 'zo aozet gant ur c'hleñved,
- Ma lavar din ar brofeted
- M'am be ur vronn werc'h, 'm be yec'hed,
- Mar be digant un' ma merc'hed. -
- - A se, m' zad, n'ho sikourin ket,
- Eus un dra-all na lâran ket;
- Eus un dra-all m'ho sikouro,
- Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
- - Me ya d' gaout m' merc'h etre-henañ,
- Hounnezh a garien ar muiañ :
- - Demat, ma merc'h etre-henañ,
- C'hwi eo a garien ar muiañ;
- Me zo gwasket gant ur c'hleñved,
- Ma lavar din ar brofeted
- M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
- Mar be digant 'un ma merc'hed. -
- A se, 'm zad, n'ho sikourin ket,
- Eus un dra-all na lâran ket;
- Eus un dra-all m'ho sikouro,
- Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
- - Me ya d' gaout ma merc'h Henori,
- Biskoazh 'vat n' 'm eus karet dezhi
- Met he chaseal 'maez ma bro,
- Hag he frivañ eus he madoù. -
- Ar Roue a Vrest a lâre,
- En ti Henori, p' arrue:
- - Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h Doue,
- - Ha deoc'h ivez, ma zad roue! -
- - Me 'zo gwasket gant ur c'hleñved,
- Hag a lâr din ar brofeted
- M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
- Ma ve digant un' ma merc'hed. -
- - 'N aotrou Doue da vo meulet,
- M'eo ret deoc'h. ma zad, ma c'havet !
- It-c'hwi war bennoù ho taoulin,
- Me ya d' zibrennañ ma feutrin. -
- Vel m'oa he feutrin dibrennet
- He bron gant 'r serpant 'zo dantet:
- He bron gant 'r serpant 'zo dantet
- Ur griadenn he deus leusket.
- Emañ Henori 'n he gwele,
- Na gave den he c'honzolje
- Na gave den he c'honzolje,
- Met he zad roue, hennezh 'rae.
- - Tavet, Henori, n'ouelet ket,
- Pa viot yac'h, viot dimet;
- Pa viot yac'h, m'ho timezo
- D' vravañ mab baron 'zo er vro. -
III
- P' oa dimezet hag eureujet,
- Bet un nebeut gant he fried;
- Bet un nebeut gant he fried,
- He vamm 'n eus dezhañ lavaret:
- Leal, 'mezi, ma mab kloareg,
- Bravañ ma tougez ar boned !
- Me 'm eus gwel't da wreg er solier
- Gant ur beleg o trougober! -
- - Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
- Ur plac'h a-feson am eus bet;
- Me 'm eus bet ur plac'h a-feson,
- Hag he c'har a-greiz ma c'halon.
- Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
- Ma faotr ar gambr ho poa gwelet. -
- - Gant da baotr ar gambr na eus ket
- Soutanenn na boned beleg. -
- - Ma oufen ve gwir kement-se,
- Oan aet betek ma zad roue...
- Demat deoc'h-c'hwi, ma zad roue.
- - Ha deoc'h ivez, ma mab Doue.
- - Pe bunition 'zo dleet
- D'ur wregig 'zo gwall eureujet? -
- - Mard eo den-onest he fried,
- Barn galet dezhi 'vo roet:
- Barnet d'ar c'hleze pe d'an tan,
- Pe d'ar groug, 'zo 'r marv buan.
- - 'N aotrou Doue da vo meulet,
- Ho merc'h Henori 'c'h eus barnet
- - Mar eo Henori 'm eus barnet,
- Ur varnig all dezhi 'vo graet
- Graet 'vezo un donell nevez
- Da vont war-vor, en gward Doue
IV
- He fried neuze a lâre
- D'Henori, er gêr p'arrue:
- - Henori, gwisket ho tilhad,
- M'yefomp d'ar bal, da di ho tad.
- - Biskoazh n'am eus bet refuzet
- Mont lec'h m'ho pije din laret,
- Ispisial da di ma zad,
- Eno medi ma holl ebat
- Demad deoc'h-c'hwi, ma zad roue! -
- - Ha deoc'h ivez, ma merc'h Doue. -
- - Penaos ez on bet deoc'h manket,
- P'eo d'ar groug oc'h eus ma barnet? -
- - Tavet, Henori, n'ouelet ket,
- Ur varn all deoc'h c'hoazh a zo graet
- Graet 'zo deoc'h un donell nevez
- Da vont war-vor, en gward Doue.
- N'oa ket ar ger peur-lavaret,
- Barzh an donell ez eo lakaet;
- Barzh an donell ez eo lakaet,
- Ha war ar mor ez e leusket.
- Aet eo barzh an donell nevez,
- Leusket war-vor, en gward Doue.....
- Rag he fried a c'houlenne
- Eus ar vartoloded, un deiz:
- - Martoloded, din-me lâret,
- N'oc'h eus gwelet tonell ebet? -
- - N'hon eus gwelet tonell ebet,
- An hini 'n eus kollet, klasket;
- Met hini santez Henori,
- 'Zo diskennet en Hiberni;
- 'Zo diskennet en Hiberni,
- Ni ya bemdez d'he saludiñ.
- Barzh en korfig he inosant
- A zo div rozenn ekselant;
- A zo div rozenn ekselant,
- Mar na ve roue, sur 'vo sant! -
- . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
- - Ma fried paour, din lavaret,
- Ha ganin d'ar gêr a teufet? -
- - Biskoazh n'am eus bet refuzet
- Mont lec'h m'ho pije din lâret.
- Ho mamm he doa deoc'h lavaret
- Penaos e oan gwreg d'ur beleg;
- Penaos e oan gwreg d'ur beleg,
- Ar wirionez bremañ 'welet. -
- - Ma fried paour, din lavaret,
- Pe boan dezhi vezo roet?
- Me am eus seitek mereuri,
- Hag o c'harfe holl o teviñ;
- Garfe an tan en izellañ,
- Kerkoulz evel en uhellañ,
- Rak ma 'z on bet ken glac'haret,
- Eo ma mamm a zo bet kiriek ! -